-
Apokalipsi 14
- 1 Me a sellas ha setu, an Oan en em zalc'he war Venez Sion, ha gantañ kant pevar mil ha daou-ugent a dud o doa anv e Dad skrivet war o zalioù.
- 2 Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus ur c'hurun bras, hag e klevis ur vouezh a delennerien o stekiñ ouzh o zelennoù.
- 3 Int a gane evel ur c'hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c'helle deskiñ ar c'hantik nemet ar c'hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.
- 4 Ar re mañ eo ar re n'int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc'h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec'h bennak ma'z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.
- 5 N'eus ket bet kavet a c'haou en o genoù, rak didarch int dirak tron Doue.
- 6 Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d'ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.
- 7 Gant ur vouezh kreñv e lavare: Doujit Doue ha roit gloar dezhañ, rak eur e varnedigezh a zo deuet; azeulit an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor ha mammennoù an doureier.
- 8 Un ael all a heulie o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon ar gêr vras, abalamour m'he deus roet da evañ d'an holl vroadoù eus gwin fulor he gastaouerezh.
- 9 Un trede ael a heulie anezho o lavarout gant ur vouezh kreñv: Mar azeul unan bennak al loen hag e skeudenn, ha mar kemer ur merk war e dal pe en e zorn,
- 10 ec'h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec'h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.
- 11 Moged o estrenvan a sav e kantvedoù ar c'hantvedoù, n'o deus diskuizh ebet, na deiz na noz, ar re a azeul al loen hag e skeudenn, ha piv bennak a gemer merk e anv.
- 12 Amañ emañ pasianted ar sent, amañ emañ ar re a vir gourc'hemennoù Doue ha feiz Jezuz.
- 13 Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.
- 14 Me a sellas ha setu, e oa ur goabrenn wenn, ha war ar goabrenn unan bennak azezet a oa heñvel ouzh Mab an den, o kaout war e benn ur gurunenn aour hag en e zorn ur falc'h lemm.
- 15 Un ael all a yeas kuit eus an templ, o krial gant ur vouezh kreñv d'an hini a oa azezet war ar goabrenn: Taol da falc'h ha med, an amzer da vediñ a zo deuet evidout rak eost an douar a zo darev.
- 16 An hini a oa azezet war ar goabrenn a daolas e falc'h war an douar, hag an douar a voe medet.
- 17 Un ael all a yeas kuit eus an templ a zo en neñv, o kaout ivez ur falc'h lemm.
- 18 Dont a reas kuit eus an aoter un ael all, en doa galloud war an tan, hag e krias gant ur vouezh uhel d'an hini en doa ar falc'h lemm, o lavarout: Taol da falc'h lemm ha dastum ar blokadoù rezin eus gwinienn an douar, rak ar rezin anezho a zo darev.
- 19 An ael a daolas e falc'h war an douar, a zastumas rezin gwinienn an douar hag o zaolas e beol vras kounnar Doue.
- 20 Ar veoliad a voe gwasket er-maez eus kêr, ha gwad a zeuas kuit eus ar veol betek bridoù ar c'hezeg, war un astennidigezh a vil c'hwec'h kant stadenn (~ 300 km).
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.
